Bernez Tangi e Brest

Conference debat publié le 1/01/11 10:56 dans Langues de Bretagne par Michel Treguer pour Michel Treguer
https://abp.bzh/thumbs/20/20952/20952_1.jpg

An abadenn « Café Breton » d'ar meurzh 4 a viz Genver, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest, a zegemero Bernez Tangi, kaner, barzh ha livour anavezet.

Redek ar bed en deus graet Bernez Tangi goude e studioù (Europa, Amerika, Azia, Afrika). Bet eo bet e penn kentañ ar strollad Storlok er bloavezh 1976. Pladennoù all zo deuet da heul war e anv e-unan, evel « Lapous an tan », e 2009. E-giz barzh en deus embannet al levr « Ar Saouzanenn » e 2010.

Lavarout a raio barzhonegoù, kanañ a capella ha kaozeal gant ar re a zeuio d'e glevout. E brezhoneg penn da benn !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 6 ?