Bemdez e vefe ret kanañ paozioù ar barzh Youenn Gwernig...

Rapport publié le 13/06/10 16:48 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/18/18646/18646_1.jpg

Ne oa ket amañ, met dre tout ar pezh en doa skrivet, en teir yezh e oa ene an arzour gant an 20 a dud o doa dibabet enoriñ ar Youenn bras.

Kroget o doa ar c'hoarezed Rouyer gant «E kreiz an noz» o seniñ telenn hag o ka kanañ. Bugaleaj e Skaer, o kanañ «Ev chistr ta, Laou, kar chistr zo mat», ar redi da vont kuit tramor, evel ur bern tud d'ar mare-se. Divroañ n'eo ket bet aes evitañ, hag ar vro a vanke dezhañ. Un danvez evit skrivan, kanan, tonioù ar vro, mesket gant tonioù amerikan, doare «country».

Kanet, dibunet, lennet, graet o deus ar berzhidi a bep seurt traoù, o soñjal en ur vont kuit : poent eo deomp holl gouzout kanañ meur a ganaouenn, ken talvoudus ha simpl da ganañ gant an holl rummadoù oad !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 2 ?