Bec'h de'i Yann Tiersen – Tiny Feet, dimeurzh war Brezhoweb

Agenda publié le 27/05/16 17:40 dans Media et Internet par Corinne ar Mero pour Corinne ar Mero
https://abp.bzh/thumbs/40/40286/40286_1.jpg
Bec'h de'i ispisial Yann Tiersen – Tiny Feet war Brezhoweb, 31/5/2016

Dimeurzh 31 a viz Mae e vo deus un abadenn Bec’h de’i ! ispisial-kaer pa vo gouestlet da Yann Tiersen, ar soner breton brudet er bed a-bezh, ha Emilie Quinquis, plac’h Brest, brudet e bed ar rock arnodiñ e-giz Tiny Feet.

Kaoz a vo gant an daou arzour donezonet-hardî deus o buhez war Enez Eusa, tomm o c’halon outi, ha deus ar pladennoù emaint o peurlipat er mare-mañ.

Deus o raktresoù war an enezenn e vo kaoz ivez : o treuzfurmiñ ar voest-noz L’Escale e vezont a-benn ober diouti ur studio enrolliñ hag ur sal sonadegoù. Kalzig a raktresoù all a zo stag deus ar savadur neveshaet-se : pediñ sonerien deus ar bed a-bezh, a gemer perzh ingal er festivalioù e Breizh hag en Europa, da zont da bleustriñ, da grouiñ, da enrolliñ o sonerezh el lec’h dibar-mañ, ha da roiñ o muzik da vezañ klevet war-eeun war blas. Met stalieroù a vo aozet ivez evit an danvez-sonerien yaouank.

Anat deoc’h ivez e lakao Yann Tiersen hag Emilie Quinquis ar gaoz war ar brezhoneg, entanet anezhe o-daou gant yezh o bro e vezont o teskiñ en ur staj gant Stumdi, ha war an eskemmoù sevenadurel dre vras…

Evit flapat ha soniñ gante o deus pedet Ólavur Jakobsen da zont ivez, ur gitarour brudet anezhañ deus an inizi Feroe, bet stummet, peurgetket, e Akademiezh Sonerezh ar Rouaned e Copenhague.

Tud all a vo asambles gante c’hoazh, e-giz Andre Olivier, sot gant ar marc’h-houarn e-gizte o-daou, Klet Beyer (strollad Chapi Chapi), Kristen Falc’hon (sevenour filmoù), Lors Landat (soner, bet e Louisiana nevez zo)…

Un hunvre sonerezh dibar profet deoc’h war-eeun diouzh ar Run ar Puñs, ul lec’h burzhudus ivez !

Da welet war Brezhoweb (voir le site) dimeurzh 31 a viz Mae, da 8 eur 30 noz, pe war blas.

D’ar Gwener 24 a viz Even e vo adskignet an abadenn, istitlet e galleg, war ar chadennoù TVR, Tebeo ha Tebesud.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 2 ?