BEC'H DE'I !
D'al Lun 18 a viz Meurzh, da 8e30 war Brezhoweb.
Digreizennañ, abadenn III : petra zo da c'hortoz ?
Unan eus gouestloù pennañ François Hollande e oa. Peseurt soñj a c'heller kaout e-keñver ar raktres lezenn zo war sevel dindan ren maerez kozh Montroulez, Marylise Lebranchu ?
Bec'h d'an tabut war Brezhoweb ha Tébéo, kaset en-dro gant Lionel Buannic ha Kristian Rivoalen (Radio Kreiz-Breizh), gant :
- Jean-Luc Bleunven, Kannad eus Plabenneg (DVG)
- Herve Guelou, maer Plufur ha kuzulier-rannvro (UMP)
- Frédérique Le Nedellec, kuzulierez-kêr e Brest (UDB)
- Yann Jestin, eil-maer Lesneven (Strollad Breizh) hag ezel eus ar Scottish National Party.
- Gérard Gwenn, eil-maer Boneur ha bes-prezidant Tolpad-Kumunioù ar Yeun Elez (Talbenn an tu-kleiz)
- Bernez Kabon, maer kozh Gwimaeg (PS)
Abadenn e brezhoneg war-eeun eus Gwimaeg (kafe-levrdi Caplan, kêriadenn Poul-Rodoù). Digor d'an holl : degemer an arvesterien da 8e00.
War www.brezhoweb.com.
■