Beaj e-bourzh al lougr Kaourintin + Baleadenn natur ha glad war Enez Sant-Nikolaz (Glenan)

Agenda publié le 11/03/19 12:58 dans Patrimoine par David Ansquer pour David Ansquer
https://abp.bzh/thumbs/47/47012/47012_1.jpg
Devezh e brezhoneg kinniget gant Ti ar Vro Kemper

D'ar Merc'her 8 a vizh Mae 2019

Eus Konk-Kerne betek Enez Sant-Nikolaz (Inizi Glenan)

8e 3/4 mintin > 7e 1/2 noz

50€

Ti ar Vro Kemper a ginnig deoc’h un devezh e brezhoneg e-bourzh al lougr Kaourintin evit mont da zizoleiñ glad an Inizi Glenan d’ar Merc’her 8 a viz Mae 2019.

O tigaeañ eus Konk-Kerne e c’hello an dud, e-pad ar veaj war ar vag-dre-lien-se, ober muioc’h a anaoudegezh gant geriaoueg ar bagoù betek Enez Sant-Nikolaz e-lec’h ma vo dilestret.

War Enez Sant-Nikolaz, unan eus an Inizi Glenan, e viot degemeret gant Annaïck Loisel, heñcherez-prezegennerez, hag a lako war wel glad hag istor an Enez e brezhoneg.

Diwallit, ne vo ket kement-se a blasoù e-bourzh ! Degemeret e vo ar re gentañ enskrivet !

Titouroù :

Priz ar staj : 50€

Brezhonegerien dre ret

Traoù da zegas : ur vantell-c'hlav, ur chupenn tomm, botoù bale, ur gevellunedoù (ma ez eus unan ganeoc'h) hag ur c’harned bihan.

Da bep hini d’en em aozañ evit mont betek Konk-Kerne ha distreiñ.

Ne vo ket kemeret e karg ar pred e priz ar staj, trugarez da zegas ho poued

Enskrivadurioù betek an 29 a viz Ebrel 2019

Ret eo en em enskrivañ en a-raok, trugarez da lakaat hoc'h anv en ur leuniañ ar goulennaoueg amañ-dindan :

Evit kaout muioc’h a ditouroù hag evit en em enskrivañ, deuit e darempred gant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 0 ?