Bazh Valan : etre an native speakers hag an neo-vrezhonegerien

Communiqué de presse publié le 20/04/15 11:39 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Deuet e oa Lena Catalan d'an Alre evit displegañ palioù BCD ha doare da gas ar raktres «Bazh Valan» war raok

Anavezet eo Lena evit he stourm evit Kernitron al Lann, ar re zibaper e Brest, he zaol-mouezh bro Leon : met ouzhpenn d'an dra-se eo bet karget ar plac'h da gas ar raktres «Bazh Valan» war raok.

Mont a ra da welout kalzig a c'hevredigezhioù e pep bro, evit ober anaoudegezh gant tud a gomz brezhoneg hag a anav mat rouedad ar vrezhonegerien er vro.

Piv a vefe laouen da zegemer un den o teskiñ ar yezh ? Piv a vefe prest da glevout ur brezhoneg desket e kentelioù noz hep lavarout atav : «n'eo ket memes brezhoneg» ?

Hervezi e vefe e Breizh 100 000 den o doa desket ar brezhoneg war barlenn o mamm : un digarez evit ober ur pont etre ar remziadoù oad, ha da zreuzkas ur brezhoneg bev ha gwriziennet er vro.


Vos commentaires :
Pôtr ar skluj
Vendredi 27 décembre 2024
«Piv a vefe laouen da zegemer un den hag a zesk ar yezh ? Piv a vefe prest da glevout ur brezhoneg desket e kentelioù noz hep lavarout atav : «n'eo ket memes brezhoneg» ?»

An dra-ze a zepant deuz an hini a fôt dezañ diski brezoneg. Ma 'h eo umbl ha prest da ziski da vad, prest da jañch e vrezoneg evid kôzeal unan gwelloh. Dao eo d'ar re yaouank aksepta beza difariet, «neb a oar, 'oar ha neb ne oar ket ne oar mann ebéd» e-giz ma vez laret ba du-mañ.

Be'zo eur gudenn all koulskoude. N'on ket zur lar ar vrezonegerien nevez a-neus kalz a draou da lared d'ar re goz. Ne vevont ket ken ba'r memez bed. Anaveza a ran eur brezoneger yaouank (eur brezoneg yah gantañ) hag a-neus disket or langaj ba'r skoliou Diwan. Hennez ne gôze ket brezoneg gand e dud-koz gwech ebéd. N'eo ket intereset ba traou diwar ar mêz anezañ hag n'e-neus ket disket ba Diwan penaos vez kôzeet deuz an traou-ze.

N'eo ket brao lared dalhmad lar eo dre fôt ar vrezonegerien ma ne zeu ket an traou etre ar re hag a oar brezoneg hag ar re hag a glask da ziski langaj ar vro.


yanneutch
Vendredi 27 décembre 2024
Pôtr ar skluj :
«Dao eo d'ar re yaouank aksepta beza difariet» : ma, hag ar re goshoc'h ?
Petra dalvez «ar re yaouank» ? An dud 50 vloaz a oar tammoù brezhoneg diasur a zo yaouank a-walc'h, ha koulsksoude e komzont alies brezhoneg disleberet...
Traoù da lâret d'ar re gozh ? Set aze ur gudenn bouezusoc'h a gav din, met n'on ket sur eo Diwan a zo kaoz eus dra-se...
«N'eo brav...» : gwir ha gaou ; komz a ran brezhoneg bemdez, met ne gomzan ket a brederouriezh bemdez ken nebeut.

Pôtr ar skluj
Vendredi 27 décembre 2024
«Petra dalvez»ar re yaouank« ? An dud 50 vloaz a oar tammoù brezhoneg diasur a zo yaouank a-walc'h, ha koulsksoude e komzont alies brezhoneg disleberet...»

Kared a ran ar re vunud deuz Breiz-Izel. Hag ar re a gôze brezoneg e-giz ma 'peus laret, eun tammig dinatur anezañ marse, a ra parti deuz ar bobl-se. Gwelloh e kavan an dud-se evid an dud deuz ar hêriou braz a-neus disket eur brezoneg disklipet e-giz ma vefe galleg. Ne 'meus ket kalz a dra da lared dê.

«Traoù da lâret d'ar re gozh ? Set aze ur gudenn bouezusoc'h a gav din, met n'on ket sur eo Diwan a zo kaoz eus dra-se...»

Ar vuhez vodern 'zo kôz. Lahet e-neus ar bed ba-leh ma vize kôzeet brezoneg.


Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 9 ?