Bastian Guillou, un aozer filmoù leun a fent gwriziennet er vro !

Dépêche publié le 10/11/10 16:06 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20545/20545_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20545/20545_2.jpg

Piti, Piti, Piti ... Chou ! Diskouezet eo bet ar film-se da gentañ, ur film diwar benn lazh-ti kig yer Gwerleskin. Ur sell divergont a-walch, etre gwirvoud ha faltazi, o kregiñ gant mouezh Bastian a zo o tibuniñ, evel an aotrou person, listenn an dud a vez trugarekaet gantañ.

Diposubl eo bet dezhañ da zont e-barzh an uzin, implijet eo bet skeudennoù bet filmet 18 vloaz zo gant Frañs 3. Neuze, aterset eo bet gantañ plac'h ar CGT, leun a fent, met lakaet diaes pa oa ret dezhi displegañ penaos e oa bet skarzhet en un taol 100 implijiad war 250 e 2006, hep bezañ kelaouet.

Mont a reont asambles d'ar vered, dirak bezh ul labourerez marvet goude ur c'hleñved hir, ha tremen a reont diseblant dirak bez an aotrou Jakez Tilly, mestr al lazh-ti ha maer Gwerleskin e-pad pell.

Diaes ar vuhez b'ar vro dilabour, met memestra e chom nerzh gant bugale ar film, hag e vez komprenet n'eo ket dre ret un dazont brav a vez kaset gant seurt labouradegoù... Bremañ eo bet adnevezaet an uzin gant UNICOPA, e penn emañ an aotrou Sauvaget bremañ.

A liesseurt e vez kavet gant oberennoù filmet paotr bras ar C'houerc'had : istorioù artizaned, ur boser yaouank, ur c'houblad dall, hag ur film hiroc'h diwar ar mestr-kaner, an aotrou Marsel Gwilhou, met atav e vez kavet ar denerigezh don a zo evit an dud hag evit ar vro. Hag evit ur yezh saourus, gant ur mousc'hoarzh ne guit paotr bro Gallag james!


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?