Barzhoniezh Naig Rozmor evit festival bro Kemperle

Communiqué de presse publié le 13/03/14 14:25 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
)
(345 vues)

Amzer nevez ar varzhed : gant ma vo klevet pozioù ken brav e pep lec'h er vro !

E Breizh eo prizius ar re a skriv ha ne vez ket laosket dezho ur plas bras a-walc'h. E bro Euskadi, e bro Gembre, eo ar varzhed tud a-bouez evit dazont ar yezh, implijet en un doare arrouezius. Paouezomp da gopiañ barzhoniezh pounner ha divlaz a vez kavet re alies e galleg hiziv an deiz. Kig ha kroc'hen, glac'har ha levenez war an douar ...

Ha petra bravoc'h, goude linennoù skrivet gant Anjela Duval, eget lenn pe selaou barzhonegoù karantez levr Naig, embannet e 1977 gant Brud Nevez, hag a oa ken nevez er vro. Lavaret en doa zoken Visant Seite e vefe arvarus embann seurt traoù !

Hag ouzhpenn, pa vez lennet komzoù ur varzhez gant barzhez bro Kemperle ... eo plijus ken ken.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 7 ?