Barzaz Breizh : prezegenn Fañch Postig dimeurzh da 6 eur

Annonce publié le 3/09/22 15:03 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/55/55865/55865_1.jpg
Donatien Laurent get Mari Harnay
Kervarker displeget e brezhoneg (240 vues)

Dont a raio ar c'hlaskour da gaozeal diwar benn Kervarker hag ar Barzaz Breizh, ha dreist-holl resisaet e vo gantañ al labour kaset da benn gant Donatien Laurent.

Kemperle, kêr-benn ar Barzaz Breizh e 2022 ? Un diskouezadeg (a echuo d'ar 17 a viz Gwengolo evit devezhioù ar glad) e Ti ar Gwaregerien, un delwenn war bord an Ele, un hent dall anvet «impasse De La Villemarqué, ur blasenn »place du Barzaz Breizh« e lec'h e oa bet distrujet ti ar familh straed »ar C'hastell« (Bremond d'Ars hiziv an deiz), ur skolaj »Kervarker«, ur maner gwerzhet 700 000 euro d'un den eus bro Normandi deuet da lakaat kezeg war ar parkeier, hag o reneveziñ ar maner ha trowardroioù evel e oant e XIXvet kantved)...

Met piv er vro, er skolioù, er skolajoù, el lise, a oar piv oa ar barzh meur ?

Prezegennoù ? Unan e brezhoneg (pennad video Frañs 3), unan gant klaskerien ar Skol Veur, Mannaig Thomas ha Fañch Postic fin miz Even 2022, ha, da heul, un abadenn gant Mibien Kerne e iliz Kroaz Santel. Enoret, neuze ? Ret e oa displegañ ivez d'an dud a pezh oa bet anvet »la querelle du Barzaz Breizh" pa oa jeu etre Fañch Mari an Uhel ha Kervarker. Ha cheñchet e oa bet a galz testennoù dastumet gant Kervarker ? 20 % ? Pa vez keñveriet gant ar C'halevala, n'eo ket kalz a dra... Deuit d'ober ho soñj dimeurzh e Kemperle !

Mediaoueg Kemperle, d'ar meurzh 6 a viz Gwengolo, da 6e, kenaozet gant an ti kêr ha Ti ar Vro Bro Kemperle, ha stal levrioù Penn da benn a vo serret da vat d'an 10 a viz Gwengolo (gwerzhet e vo levrioù ar stal, diriaou, digwener ha disadorn etre 10e ha 7e noz) .


Vos commentaires :
Penn Kaled
Vendredi 22 novembre 2024
War ar porter da ma sonj ne ket Marie Harnay med ur vaouez a oa deus Langoned , Ma zad rise Marie Goac'hig dousti .,med ouzomp ket sur kant dre gant

Dominique Merrien
Vendredi 22 novembre 2024
Salud d'an holl.
Degemeret e vefen memes ma n'emaon ket deus Kemperle?
Deus Gwezeg emaon hag marteze vefe tud all dedennet gant ar brezegenn -se.
Dav eo lakaat e añv a-raok?
Trugarez 'vit ho respontoù...

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 9 ?