Baleadenn war an aod e Rostivieg

Agenda publié le 29/04/13 11:30 dans Langues de Bretagne par Serj An Huede pour Serj An Huede
https://abp.bzh/thumbs/29/29984/29984_1.jpg

Kinnig a ra Gorre ha Goueled ur valeadenn war an aod e Rostivieg - Loperc'hed d'ar Yaou 30 a viz Mae.

Gant ar valeadenn-se e vo echuet an heuliadenn abadennoù kinniget gant ar gevredigezh e-pad ar bloavezh, an temoù zo bet gwelet zo diwar-benn sevenadur hag identelezh Breizh: (ar Barzhaz Breizh gant Kervarker, Bro Gozh ma Zadoù: kan broadel Breizh, al liammoù Breizh - Kerne Veur, ar goulenn evit ur chadenn skinwel e brezhoneg, ha stourmoù evit ar yezh).

Loc'het e vo ar bourmenadenn eus porzh Rostivieg evit heuliañ gwenojenn an aod, emgav da 18 eur 30 dirak ar Greizenn Bageal.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 4 ?