Baleadeg e brezhoneg e Tarvieg d'ar 26 a viz Genver

Communiqué de presse publié le 21/01/13 13:13 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve
https://abp.bzh/thumbs/28/28869/28869_1.jpg

Ingal e vez kinniget baleadegoù e brezhoneg gant Kentelioù an Noz Gwinieg. Ar wezh-mañ e vo ar veleadeg e Tarvieg.

Kontet e vo eno istor ar gumun ha raktresoù evel hini ar «c'hronobus». Bale a raimp betek ur c'hastell a-dal d'al Liger ha goude betek pontoù Tarvieg. Aterset e vo ur vrezhonegerez, Sylvie Le Dastumer a zo o labourat e Tarvieg abaoe bloavezhioù.

Da 9e45 e vo an emgav dirak ti-gar Tarvieg.

Mont a raimp d'ur preti e fin ar valeadeg, da 12e30, e Auberge du Bout des Ponts. Evit ar pred eo ret lakaat e anv araok an 23 a viz Genver. Kontit 15¤ dre den evit ar pred. Kit e darempred gant Kentelioù an Noz a-benn lakaat hoc'h anv.

Ar valedadeg a zo digoust, digor d'an holl ha troet e galleg. Posupl eo kenweturiñ deus Naoned, kit e darempred ganeomp evit se.

Darempred betek digwener kreisteiz : 02 40 20 39 74 (burev Kentelioù an Noz)

Darempred adalek digwener kreisteiz : 02 40 80 97 64 (Yann-Lukaz, Kentelioù an Noz Gwinieg)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 5 ?