Bale ha gwelout tud iskis o tont eus an amzer dremenet

Communiqué de presse publié le 12/07/14 17:09 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Selaou Andrea ar Gouilh, diskan gant Brigitte Kloareg, pe c'hoazh komz gant un den tapet gant al lorgnaj, setu ar pezh a zo bet graet disul paseet ba Kemperle...

E Kemperle oa bet digoret un hent nevez, an hent Savary-Krebs, neuze eus pep tu al Laita e oa disul paseet baleerien o tont eus forest Karnoed, tud all eus traon ker, tud all a oa tremenet dre an Isol, tud all dre an Ele...

En urzh war ar video : mont kuit da vintin, goude Andrea ar Gouilh hag Edith Gamard gant gwerennoù an arzour Boulere abati gwenn, Marianne Pasco a dape eoged o konntan kaoz, e Prezidial Denise ha Brigitte, giz kanerezed Mari Kastellin pe an Itron Baron giz e veze graet ganto e Kemperle («les bas de soie», kanet gant Denise oa kanet gant an Itron Baron e bloavezhioù 1950 e Kemperle).

Hag er fin, fest deiz gant ar c'hakou e kreiz an dans, piv oar oa bet gwallgaset ar familhoù Kakou betek ar bloavezhioù 1950 just a walc'h ? Ret e oa d'an dud tapet gant al lorgnaj bout skarzhet eus buhez ar re ordin, ha rummadoù war lerc'h e oa gwir atav : ur c'harter ispisial evito oa e Kemperle, gant ur vicher : sevel kordennoù, straed an Ifern...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 8 ?