Gortoz pe hep gortoz ar prezidant nevez ? Klask cheñch ar Vonreizh ? Pe chom hep cheñch anezhi ? Kontañ warnomp ni hon-unan, pe krediñ e Makron, ar Republikaned, RPS, hag an deputeoù o deus votet al lezenn Molag ? Piv, penaos, pevare ?
Seblantout a ra bout sklaer komzoù Balanant. Laouen gant Diwan, tad eurüs ur verc'hig bet e Diwan Kemperle daou vloavezh a-raok bout skoliataet e Paris bremañ e c'houl' memes tra amzer evit ma vefe cheñchet ar Vonreizh da vat. Gant Molag avat, ne vo ket posubl da c'hortoz, ma ne vo ket fiñvet evit cheñch ar Vonreizh a-rao 6 miz, e vo diposubl da cheñch planedenn skolioù dre soubidigezh. Gant Alfonsi, fiziañs ebet er Stad, evitañ eo istorel ar fed e oa bet ur bern dilennidi e Paris o doa votet (3/5vet) evit ma vefe ur gwir statud evit ar soubidigezh er skolioù, goude 50 bloavezh a stourm.
Peseurt strategiezh a vo, d'ho soñj ?
(iztitlet en galleg)
■Ne reont ket foutr lod vrasañ ar vretoned eus o yezh ha traoù all e-keñver Breizh. O soursiañ emaint eus o koumanant netflix, skipailh mell droad bro c'hall, ober «kikoo lol» war ar rouedadoù sokial ha me oar me ... Ar skeudenn o deus eus Breizh o tont eus Pariz, ne oarint ket netra all ha loc'h zo ganto evit-se.
Faeüs on ? Ya, muioc'h a muiañ !
Siwazh ez eo Yannig Kerlogod re jentil evit stourm ouzh youl hor «mistri», hag e chomo dindan levezon ar re-se, nemet ha kalz kreñvoc'h e vefe youl ar re kar-o-yezh ?