Balafent : ur strollad nevez evit ar vugale

Communiqué de presse publié le 27/05/14 0:45 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Gant arc'hant dastumet evit ar Redadeg o doa prientet ar pemp arzour an abadenn a zo bet diskouezet e Montroulez

«Balafent», ur bladenn graet pevar bloaz 'zo gant ur skipailh tud yaouank youlek renet gant Katell Chantreau, gopret gant an UBAPAR. Kalzig anezho oa buhezourien DABU, ha bet e Diwan. Aze int pemp, tri c'haner ha daou soner, un tambouliner hag ar soner akordeoñs brudet, Jean Floc'h.

Gouest da lakaat an tan, da lakaat ar vugale da zañsa hag ar re vras da ganañ ganto. Ha benn-nebeut e vint gwelet war an holl leurennoù, kement a skolioù a gan an tonioù evel : Bala, Bala, Balafent !!!


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 9 ?