Balafenn houarn : ur skrid-buhez brav ken ken !

Présentation de livre publié le 25/09/11 19:27 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/23/23284/23284_1.jpg

O sellout ouz golo brav ha simpl graet gant Rachel Laprairie eo diaes gouzout eus petra zo kaoz el levr-mañ. Hag an titr-mañ, petra dalv ?

Dre chañs eo sikouret ar paour kaezh Marjan(ig) lenner(ez) gant frazenn Frida Kahlo a zo e-barzh. Evelti,bevet he deus arozez an istor ur vuhez kriz, gant ur gwallzarvoud spontus. Lakaet he c'horf e daouarn ar mezeien o deus adsavet ur c'hein a oa distrujet dezhi, meur a wech, gant tammoù houarn. Ret e oa dezhi addeskiñ da vevañ, da adober an hent hir evit bezañ «evel ar re all» hag evit nijal, evel ur valafenn, tramor, en Amerika ar Zu.

Skrivet oa bet ar romant gant div skrivagnerez: Katell Chantreau ha Patricia Legrand. Labouret o deus start asambles evit sevel an istor, adlenn ha reiñ da skolajiadezed ar c'harg da vezañ ar c'hentañ juri, evit ma c'hellfe klotaat gant brezhoneg ar re yaouank a-vremañ.

Lennet e vo gant ar grennarded Trede ar skolajoù ha klasoù al lise evit Priz ar Yaouankiz 2012, met kredapl- bras e vo meur a lenner «deuet» o lenn anezhañ. Ral eo kavout seurt skridoù e brezhoneg, dic'hortoz ha fromus war un dro ...

Embannet gant Keit vimp bev, 5 euro.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 6 ?