Bag an Ankou : Mac Orlan e Kerlouan

Rapport publié le 31/07/09 17:36 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/15/15782/15782_1.jpg
Brav-eston eo Menez Ham

Brav al labour, ur startijenn divent : piv e Breizh a c'hell bodañ kemend a dud e-pad nozvezhioù yen ha gleb bro Leon war un draezhenn gant orjalennoù tredan hir ha tev spontus, gouleier e pep lec'h, gwiskamantoù a bep seurt ? Piv a glask barzh skridoù Breizh pep eil bloavez danvez un Tan ha kurun ? Piv a ya da sevel ur pezh c'hoari adalek ur romant, a ro kentelioù noz, a ya a skol da skol da reiñ kentelioù c 'hoariva d'ar re yaouank ? Strollad ar Vro Bagan, eveljust !

Cheñchet eo bet un tamm istor morlaeron Mac Orlan : ar merc'hed a zo niverus, koulskoude, ar varc'hegerez a oa he-unan war ar vag el levr ar skrivagner. Peadra d'ober ul liamm gant ar merc'hed a zo bet o foetañ ar mor bras ...

Kit buan da welout an abadenn : c'hoariet e vo «a-raok an hañv» an div wech diwezhañ, hiziv ha warc'hoazh, e Kerlouan !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 2 ?