Avel ar frankiz b'an Oriant : 4000 a dud er straedoù

Communiqué de presse publié le 29/11/20 0:32 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
Avel ar frankiz en Oriant (607 vues)

Brav an amzer, laouen an dud, biniou ha bombard dirak ar Prefeti, stalioù digor : un dra a vanke d'ar Vretoned abaoe kement a amzer...

Souezhus e oa da welet : dirak C'hoariva an Oriant, 4000 a dud, bodet gant al «Ligue des Droits de l'homme», ur bern tud yaouank, tud asambles, gant bugale, krennarded, laouen d'en em welout adarre, da adkregiñ gant ur vuhez sokial, da eskemm diwar an Absurdistan e lec'h emaomp o vevañ, e lec'h e vez gwelet tud lakaet diaes gant stalioù vihan, gant tavarnioù hag ostalerioù, hag e kichen Amazon, ar gourmarc'hadoù... o c'hounit argant. Met grevusoc'h ' zo : gant ar gouarnamant e vez votet lezennoù diboell, dañjerus evit dazont an demokratelezh er vro, hag hiziv, b'an Oriant, e oa evel avel ur bobl o tihuniñ... gant ma pado.


Vos commentaires :
Robert Perroud
Jeudi 26 décembre 2024
Ba ya, gant ma bado evel just.

AFB-EKB
Jeudi 26 décembre 2024
Para 'zo kaoz ar c'hallaoued ken faro n'int ket bet gouest ijinañ Amazon ?

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 1 ?