Ar werzhenn hag ar mor : penaos kontañ glac'har hag anken
Chronique publié le 27/07/17 14:56 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
Penaos displegañ an diouer a sonennoù a vez savet hiziv an deiz e brezhoneg ? Dic'houest, holl ar ganerien a vez gwelet er festoù noz ? Koulskoude gant Konogan an Habask, Rozenn Taleg, Morwenn le Normand... e krog ar remziad yaouank da gemer harp war labour Denez Prigent, Denez Abernot, Bernez Tangi... Met kement a zarvoudoù spontus (repuidi e Mor Kreizdouarel, ar voulenn douar en arvar, tud yaouank lazhet war an hent 'pad an dibenn-sizhun, planedenn kriz ur bern tud e Breizh...) a zo, ne vez ket skrivet ha kanet istorioù nevez a-walc'h. Ijinit ta, ma grogfe ur werzhenn gant : « E bloavezhioù 2017, pa oa Macron e penn Bro C'hall, eus skwatt Brest e oa bet skarzhet, bugale gant un ti-kêr dall...»
Ale, tudoù, un tamm lañs, un tamm dismegañs, un tamm... intrudu ?
■
Vos commentaires :
yan
Vendredi 15 novembre 2024
Bravat soñj, finat goulenn, hogen perak en em gevomp er blegenn-mañ ? Aes gouiet, a-vec'h ma oa krog tud Storlok da ganañ darvoudoù o amzer war tonioù o amzer e oad krog da zistreiñ war-zu «an hengoun», sede paotred kreiz-Breizh deuet en-dro eus Pariz o kanañ evel ar re gozh, gwisket evel ar re gozh roched, kasketenn hag all, reiñ o mouezh da'r PCF ha komz galleg a-benn ar fin (hag enep breizhatav evel-just Aogust).
Lazhet trumm, torret al lañs ; se 'zo kaoz ne voe ket klevet e Breizh torad strolladoù evel e Kembre pe e bro Euskal.
Pezh 'zo bet tapet diouzh un tu (an hengoun) a zo bet kollet diouzh an tu arall (liv an amzer).