Ar vesened 2018

Communiqué de presse publié le 26/04/18 19:37 dans par pour

Setu kinnig ar vesened 2018

Mersi bras dezhe evit bezañ skoazellet ar Redadeg !

CEGEFI CONSEILS

Petra eo Cegefi Conseils : Krouet eo bet CEGEFI CONSEILS e 1995. Un embregerezh kontourien-prizachourien eo. Labourat a reomp war tachennoù labour a bep seurt : kevredigezhioù, artizaned koñversanted, labour-douar, tachenn industriel… Skoazellañ a reomp hon arvalien a-hed o hentad gant kefridioù ledan : kontoù, merañ, telladurezh, gwirioù…Gant ar pal da vezañ tost da obererien an tiriad e kinnigomp un diorren lec'hel e-barzh hon ajañsoù. E Brest, Lesneven, Montroulez, Langaeg, Kemper, Konk-Kerne, an Oriant, Gwened e c'heller kavout ac'hanomp…

Perak kemer perzh er Redadeg : Evel-just e kemeromp perzh er Redadeg. Liammet eo pal ar Redadeg war hentoù Breizh gant hon c'hoantoù-deomp da ginnig servijoù skoazell ha lec'hel.

Ar ger a blij deomp e brezhoneg. “Ar mor” eo ar ger e brezhoneg a blij deomp : “ar mor”, evel arouez ar vro, rakpost ar c'hevandir, un arouez vrav, kreñv, leun a startijenn.

« (voir le site) title=« (voir le site) > (voir le site) width='500' height='356' alt='kartenn-cegefi' />

******************************************************************************

OUEST CONSEILS AUDIT

Kabined kontourienprizachourien Ouest Conseils Audit a zo un embregerezh hag a implij war-dro 350 den, 20 kontour-prizachour en o zouez, staliet e 5 lec'h (Kemper, Brest, an Oriant, an Alre, Gwened).

Gant hor micherioù emaomp e-kreiz strategiezh merañ hon arvalien bemdez e tiriad Breizh. A drugarez d'an Istor ha d'ar sevenadur ez eo Breizh ur vro leun a berzhioù mat hag a raio pinvidigezh an dazont : barrek, ijinek, onest, avanturus, gouest da labourat a-gevret, kendalc'hus. Dav eo deomp donaat hon diforc'hioù. Modse e vimp gouest da zigeriñ un dazont nevez.

Un taol intrudu frouezhus eo ar Redadeg diouzh ar re hag a c'hell krouiñ ul liamm gant hor sevenadur en un doare pedagogel a-drugarez da vodadegoù ha gouelioù a bep seurt.

Un doare da sellet ouzh ar bed eo ar yezh. Evel ar pezh e vez gwelet e yezhoù all, ar gerioù dibabet, an doare da gaozeal a ginnig ho sell ouzh ar re all, ho toare da soñjal. Aet eo kuit ar brezhoneg eus an eskemmoù ekonomikel tamm-ha-tamm siwazh (komzoù, pennadoùskrid).

Poent eo ober mod-all bremañ.

Ur ger hag a blij din e brezhoneg : “Kemberiñ”, orin hag anv ma c'hêr muiañ karet “Kemper”. Deomp-ni da gemberiñ trodro ur vro gant un identelezh laouen ha kalonek. Deomp-ni da chom dihunet, ijinek gant ur volontez vat.

« (voir le site) title=« (voir le site) > (voir le site) height='74' width='500' alt='logo ouest conseil' />

******************************************************************************

IOT.BZH

Petra eo IOT.bzh : ur skipailh stlennegourien entanet ha prizachourien arbennikaet war Linux implijet evel ardivink e bourzh evit otoioù kevreet. An

embregerezh a zo bet krouet e Gwened daou vloaz zo ha staliet mat en Oriant abaoe penn-kentañ 2018. 12 den a zo o labourat ennañ. Kinnig a reomp meziantoù Linux evit otoioù an dazont (remziad 2021- 2025). Labourat a reomp evit ijinerezh bro Japan da gentañ tout (80% hor c'horvoderioù).

Ar meziantoù kinniget ganeomp a zo “opensource” da lâret eo aes ha digoust d'an holl. Loreidi 2017 kenstrivadeg CyberWestChallenge omp bet hag anavezet omp ivez evit hol labourioù diwar-benn sibersurentez an otoioù kevreet.

Perak kemer perzh er Redadeg : Lakaet 'm eus ma bugale e skol Diwan ; evel ma gopridi. Hag ar Redadeg a laka war wel ur skeudenn yaouank ha pozitivel eus Emsav ar Vretoned. Plas ar brezhoneg er bed ekonomikel : N'eo ket kreñv

a-walc'h c'hoazh… ul lodenn eus diazezadur identelezh Breizh eo ar yezh, A-drugarez dezhi hon eus dibabet postañ labour hag arc'hant e Breizh.

Ar ger kentañ desket pe klevet e brezhoneg : Koumoulenn, rak rouez eo e Breizh ha talvoudus eo un dra rouez.

« (voir le site) title=« (voir le site) > (voir le site) height='137' width='500' alt='logo iot.bzh-nevez' />

******************************************************************************

KERNE PAYSAGE

EUS KERNE DA VREIZH - Embregerezhioù a skoazell Ar Redadeg, evel ma ra reoù ar rouedad Kerne abaoe pell.

Abaoe an derou, e 2008, e harpomp Ar Redadeg dre an embregerezhioù a zo e stollad Kerne, Kerne Elagage, mais ivez Bro Leon Elagage ha Valoribois Bretagne”. eme Quentin Puech, ar rener nevez a-raok ouzhpennañ. “Evit ar wech omp bet tomm ouzh ar yezh hag ar sevanadur. E Diwan eo bet skoliataet ar 4 bugel hag abaoe an deroù en deus diskouezet an embregerezh e c'hoant da lakaat ar yezh-se da vevañ.” Ha gwelet e vez

an dra-se gant an anvioù dibabet, war ar panelloù, gant ar skoazell a reont - a-fet arc'hant pe prestiñ dafar – d'an aozadurioù a labour war an dachenn-se. “Skoazellañ ar Redadeg a dalvez deomp doujañ ouzh hor c'hredennoù ha kreñvaat ar yezh rannvro.

Tomm eo hor pratikoù ouzh seurt emzalc'h. Hag a-dreñv ar Redadeg e vez Kerne. Bevet Breizh, bevet ar brezhoneg ha bevet Ar Redadeg !” :)

« (voir le site) title=« (voir le site) > (voir le site) height='192' width='320' alt='logo kerne paysage' />

******************************************************************************

DISTILLERIE DES MENHIRS

Ma n'eo ket eus mare ar peulvanoù uzin lambig ar Veinhir pe La Distillerie des Menhirs, e chom gwriziennet don e Ploveilh e-tal kichen Kemper abaoe meur a rummad. Goude bezañ bet dilezet gantañ e bost kelenner war ar matematik, o deus choazet, Gi al Lay hag e wreg, hent embregerezh e dud hag o doa lambiget levenez ha plijadur evit mad tud ar barrez ha pelloc'h, gant avaloù ar vro.

Kerkent ma oa bet savet ar skol, o deus heuliet tri bugel Gi, Erwan, Kevin ha Loig, hent skol Diwan Ploveilh lec'hiet e-tal kichen an uzin lambig, a-raok mont d'o zro da heul o zad, ar pezh a laka lorc'h ennañ.

O lakaat an hengoun da glotañ gant an neveziñ, eo deuet produioù an uzin lambig da vezañ liesseurt, met atav gant danvezioù ar vro, avaloù hag ed-du, a-benn ober chistr, pomo, lambig, ha wiski. En embregerezh, n'eo ket ar brezhoneg evel ur benveg marketing nag ur pezh kinkladur, arouez un amzer-dremenet pe vrizh-marc'hadourezh. Ar brezhoneg, hor yezh, a zo ul lodenn eus buhez ha sevenadur an embregerezh. Er mod-se eo, ha n'eo ket en ur mod-all, e kav he flas eno.

Deuet eo hor yezh en embregerezh dre an nor vras, ha gwelet e vez kement-se dre ec'h engouestladur diehan abaoe m'eo digor. Meur a zoare a zo evit en diskouez :

Panelloù hentañ en embregerezh, kenkoulz en diavaez hag en diabarzh.

Anvioù ar produioù hag e penn-kentañ hini arouez an uzin lambig “EDDU”, ar wiski nemetañ graet gant ed-du 100 % eus Breizh.

Tikedennoù ar produioù

Engouestladur an uzin lambig e darvoudoù liammet gant Breizh hag ar brezhoneg : bagadoù sonerezh, ar Redadeg,... ha kement zo

« (voir le site) title=« (voir le site) > (voir le site) height='243' width='250' alt='distillerie des menhirx_logo' />

******************************************************************************

CAFES COIC

Soñjoù Cafés Coïc

“E Breizh en deus an embregerezh Coïc gwriziennet e istor, tost 50 vloaz zo ha tomm eo e berzhidi, evel re ar Redadeg, da dalvoudoù Breizh, he zeroueroù, he yezh, he embregerezhioù. Fellout a rae da dud Coïc, dre skoaziad an embregerezh, diskouez adarre eo gredus da Vreizh, evit legadiñ talvoudoù ar Vretoned hag o yezh d'ar rummadoù da zont. Kefridi ar Redadeg eo ivez reiñ harp da raktresoù evit luskañ ar yezh, dre un dro spered a genvevañ, a gengred, a sport, meizadoù hag a ro ivez e vlaz da gafe Coïc. Dre ar skoaziad-se e felle da dud Cafés Coïc diskouez ivez e harpont an holl obererezhioù a-youl-vat hag a ra o seizh gwellañ evit ma vevfe Breizh pelloc'h c'hoazh.” – Ludovic Duquesne, rener Cafés Coïc.

« (voir le site) title=« (voir le site) > (voir le site) width='500' height='109' alt='coic logo' />

******************************************************************************

COREFF

Petra eo embregerezh Coreff ?

Krouet eo bet stal Coreff er bloavezhioù ‘80 e Montroulez. Bez' ez eo ar c'hoshañ breserezh artizanel e Breizh, ha breset e vez ar bier eno e mod Bro-Saoz hervez rekipeoù kuzh ha naturel. Gant entan ha birvilh ar grouerien ha difennet gant muioc'h-muiañ a dud, ez eo deuet Coreff da vezañ unan eus arouezioù Breizh. N'eo ket ar marketing pe ar bruderezh en defe krouet an embregerezh, met kentoc'h ur skipailhad 16 den gwriziennet don en hor bro, ha kendrec'het gant ur mennozh disheñvel war ar bevezerezh.

Setu, abaoe penn-kentañ ar vreserez, ez eo bet diazezet he froduadur tro-dro d'ar respet, d'an dilested (gwirionded), d'ar vignoniezh, d'ar galon ha d'an dalc'husted, d'ar mennozhioù ken tomm ouzh kalon ar Vretoned.

Perak ar brezhoneg ?

Komprenet ho peus eo douar Breizh a ro birvilh d'hor bier dre hor rekipeoù, hor c'hevelerien (pourvezerien ha pratikoù) ha dre an talvoudegezhioù embannet ganeomp.

Ar yezh a zo diazez pep sevenadur, setu eo deuet ar soñj deomp da lakaat anezhi war wel e pep lec'h ma c'hellomp en ober, dre hor skiant-prenet, gounezet tamm-ha-tamm a-hed d'ar bloavezhioù, en un doare uvel

Ha setu penaos e vez lakaet war wel ?

(voir le site) width='8' height='11' class='puce' alt=«-» /> Troet e vez ar muiañ ar gwellañ ar pezh a vez skrivet war hor produioù, skritelloù, pakadurezh, lec'hienn internet, diskwelioù e-barzh an embregerezh...

(voir le site) width='8' height='11' class='puce' alt=«-» /> Dre c'hevellerezh ha mesenerezh e sikouromp kalz a gevredigezhioù a ra war-dro dazont ar brezhoneg : Ar Redadeg, Diwan Breizh, Avel ar Poher, DAO, Tro Menez Are,... (voir le site) width='8' height='11' class='puce' alt=«-» /> Hag ivez dre ar bruderezh a vez graet ganeomp e kazetennoù pe gelaouennoù evel «Ya!» pe v-“Bremañ«.

(voir le site) « title=» (voir le site) "> (voir le site) width='354' height='500' alt='Coreff_logo' />

Ce communiqué est paru sur Ar redadeg (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 3 ?