Ar strollad Liù war al leurenn : ur veaj etre Afrika ha Breizh

Communiqué de presse publié le 30/10/13 19:18 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Ur bleustradeg goude un ti-annez tri devezh e Molan : brav al labour, laouen an arvesterien

E KBA (Kreiz Breizh Akademi) e oa Fañch Oger. Ampart ar paotr war ar c'han-ha-diskan, hag asambles gant Rozenn Talec o deus kanet o-daou nemetken dirak kantadoù a arvesterien e festivalioù an hañv, war leurenn c'hoariva Kerne...

Ha setu-eñ bremañ o seniñ gant e strollad nevez. Ur veaj gant Kristen Nikolas en Afrika, gant Erik Marchand ha Titi Robin, gant ur c'hayamb, ur benveg eus enezenn La Réunion, ur blankenn graet e korzhenn sukr ha leun a c'hreunennoù safran, kaskavel pe gonflor... Fromet e oa an dud, world music ha brezhoneg asambles evit ur veaj vrav. Selaouit 'ta !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?