Ar Skrivadeg e Naoned

Dépêche publié le 20/02/12 16:21 dans langues bretonnes par Ronan Herve pour Ronan Herve
https://abp.bzh/thumbs/24/24916/24916_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/24/24916/24916_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/24/24916/24916_3.jpg

Kantadoù a dud a gemer perzh enni, bugale ha tud deuet. Dont a reont eus Breizh a-bezh a-benn daeañ reolennoù ar reizhskrivadur hag adskrivañ un destenn difazi. Ar bloaz-mañ c'hoazh e vo kalz a dud o kemer perzh er Skrivadeg.

Bep bloaz e vez aozet ar Skrivadeg war ar memes devezh e lec'hioù disheñvel e Breizh - hag e Pariz zoken. Atav e vez lidet an darvoud-mañ en un argelc'h plijus ha lirzhin, gant dudioù, arvestoù pe sonedagoù kinniget e-pad an troc'h-difaziañ. Ar Skrivadeg a zo ivez un doare d'en em gavout tro-dro ar brezhoneg.

Warlene c'hoazh e oa Naoned ar gêr gant ar muiañ a berzhidi, gant 140 den eus liveoù ha rummadoù mesklet evit an dro gentañ. Evit ar wezh kentañ e oa aozet ar gourfenn e Naoned ivez, gant 86 perzhiad eus Breizh a-bezh.

Ar bloaz-mañ e vo ar Skrivadeg d'an 10 a viz Meurzh e sal «Festive Nantes Erdre», e memes koulz hag e kêrioù all°. Degemeret e vo ar berzhidi adalek 1e goude merenn. Da 2e e krogo lennadenn an destenn e brezhoneg. E fin al lennadenn e vo kinniget ur pezh c'hoariva gant ar strollad Electrake – strollad bugale renet gant Katell Leon - hag ur sonadeg gant Krismenn. An dud a adskrivo an destenn gant an nebeutañ a fazioù a yelo d'ar gourfenn d'ar 26 a viz Mae e Karaez.

Digoust ha digor d'an holl eo ar Skrivadeg. Gant Kentelioù an Noz ha Deskiñ d'an Aodourien eo kenaozet ar Skrivadeg e Naoned. An enskrivadurioù evit Naoned a vo kemeret gant Kentelioù an Noz.

° Lannuon, Brasparzh, Brest, Karaez, Montroulez, an Hospital, Pont-'n-Abad, Redon, Roazhon, Naoned, an Oriant ha Pariz


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 0 ?