AR SKRILH A LAVARAS SUT !

Présentation de livre publié le 14/10/15 10:03 dans Cultures par Erwan ar Menn pour Erwan ar Menn
https://abp.bzh/thumbs/38/38591/38591_1.jpg
Golo AR SKRILH A LAVARAS SUT !

AR SKRILH A LAVARAS SUT !

(ha hi seven c'hoazh)

barzhonegoù gant Yann-Varc'h Thorel

mellivadurioù gant Maël Vérot

«Ur mignon 'm eus e Beijing. Bihan-tre eo e di. Tri

fezh zo ennañ. Bihan eo an daou bezh sko ouzh an

hanternoz hag ouzh ar c'hreisteiz. Ken bihan all eo ar

pezh kreiz. Ennañ avat e vev skrilhed. Poazhañ a ra riz da alej dezho e pladoù porselen-Sina. Ha dour e skudelloù porselen ken bras hag ivin ho piz-bihan, livet warno bleunioù ha geotennoù... P'o devez debret hag evet o gwalc'h e kanont a-heligentañ.

Amañ e Breizh e werzher er stalioù skrilhed a vagadoù d'ober boued d'an naeron ha da amprevaned al

Hiraezh a vag skrilh va c'halon da di bihan va mignon.»

Da adkavo ar skrilh vihan levenez he annez kent e bed hud ar barzh hag al livour, ennañ tro-ha-tro fent ha from, krizder a-wechoù, dudi ha barzhoniezh bepred !

Priz : 12¤ ISBN : 978-2-916845-30-2

Aber a gemero perzh evel boaz e Saloñs al Levrioù e Karaez dan 24-25 Here.

An aozourion a vo war ar stand evit sinañ o oberoù.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 1 ?