Ar redadeg : Ur mor a dud e Kemperle

Rapport publié le 19/05/12 1:39 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/26/26002/26002_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/26/26002/26002_2.jpg

Rosporden : sioul ar c'hreiz-kêr da 4 eur goude merenn, ma ne vefe ket bet an Euskariz o plantañ un tammig reuz. Ur wech degouezhet ba Banaleg e oa kalz muioc'h a lañs gant sonerien ar bagad, bugale ar skolioù, krennarded dreist-holl hag ar maer mar plij, o redek dirak ar re all ... hag o kemer un hent all ! Krediñ a rae e oa moaien d'ar redadeg chom a sav. Neuze chomet eo war bord an hent, souezhet.

E Sant Turian e oa skipailh NPK ha skipailh Fest al leur, gant souezhadennoù, ur pemoc'h gant moc'higoù war roudoù ! Hag e Kerien e oa ar maer o redek ivez, met gant ur bugel nemetañ, daoust d'ur c'hlas divhezhek nevez digoret.

E Tremeven, nebeut a dud siwazh, met tud a galite : familh Bernez Tangi o redek daou gilometrad, Olwen, Branwen ha Gwion, ha war lerc'h familhoù Ronan Debel ha David ar Gall.

Oc'h erruout e Kemperle, just goude Tremeven, setu ur bagad 20 bugel o redek hardi betek plasenn Jean Jaurès e lec'h oa 150 den oc 'hortoz, ha neuze, war bali an ti-gar, pebezh jabadao, luganioù en euskareg «tipaitapatipita ... Korrika !!!», ha bugale o pignat betek hent Molan.

Distroet ar familhoù goude, pik nik asambles gant an Euskariz, sonerezh, renkañ, ha redek adarre warc'hoazh evit an devezh diwezhañ e Douarnenez. Warc'hoazh ... met hiziv eo dija ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 6 ?