Ar Redadeg evit ar Brezhoneg : 1.200 km a-dreuz Breizh a-hed 6 devezh ha 5 nozvezh

Communiqué de presse publié le 6/04/10 17:40 dans Langues de Bretagne par Jean-Michel Sanner pour Jean-Michel Sanner
https://abp.bzh/thumbs/17/17949/17949_1.png
Ar Skritell.
https://abp.bzh/thumbs/17/17949/17949_2.jpg
Hentad ar Redadeg 2010.
https://abp.bzh/thumbs/17/17949/17949_3.png
Pegsun ar Redadeg.

Emaomp a-zevri o prientiñ Redadeg 2010 ! Ar wech-mañ emañ uheloc'h ar pal ganeomp : 1.200 km a-dreuz Breizh a-hed 6 devezh ha 5 nozvezh.


Loc'hañ a raio an eil Redadeg eus Roazhon d'al Lun 10 a viz Mae 2010 diouzh ar beure ha mont a raio dizehañ dre Vreizh e-pad 6 devezh ha 5 nozvezh a-hed un 1.200 km betek degouezhout e Pondi d'ar Sadorn 15 a viz Mae war dro 5 eur diouzh an abardaez.


Sikouret hoc'h eus Redadeg 2008 d'ober berzh ? Deuit ganeomp adarre e 2010... evit ma raio an eil Redadeg brasoc'h berzh c'hoazh !


Savomp da ziskouez omp niverus, brezhonegerien, tud o teskiñ brezhoneg... pe tud o terc'hel krog ar brezhoneg ! Evit diskouez ez eo bev-mat ar yezh, buhezek, digor ha war-wel hag evit kas anezhi muioc'h war-raok !


Bez e c'hellit ivez mont war al lec'hienn evit kaout a bep seurt titouroù... : (voir le site) . Taolit alies ur sell, nevesaet e vez alies al lec'hienn, kasit deomp ho mennozhioù, ho kinnigoù.


Brudit ar Redadeg war ho tro ha deuit ganeomp da gas anezhi war-raok !


Ken na vo prestik war hentoù Breizh gant ar Redadeg evit ar brezhoneg.


Skipailh ar Redadeg


Postel : ar-redadeg@orange.fr
Pellgomz : 06 08 64 99 72
Chomlec'h : Ar Redadeg - BP 15
35310 Morzhell
Titouroù war : (voir le site)

.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 4 ?