Ar re yaouank hag ar yezhoù bihan e Europa : teir frezegenn e miz Genver

Communiqué de presse publié le 29/12/13 22:28 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/32/32454/32454_1.jpg

Studierien Roazhon, liseidi Karaez, kerent ha tud Kemperle : skrivit an deiziad war hoc'h implij-amzer

Klaskerez eo Nicole Dolowy e Varsovia. Goude bezañ studiet a-dost ar re yaouank e Kachoubia ha Luzacia (sorabeg) e oa aet gant hent Roazhon ha bro Gembre. Tremenet ganti ur sizhunvezh e lise Karaez evit selaou tud yaouank oberiant evit ar yezh hag ar sevenadur. Reiñ a raio disoc'hoù al labour-mañ.

Klaskerez hag arzourez eo Miren Artetxe. Ha kavet ganti an doare da veskañ an daou, o prientiñ un doktorelezh en euskareg e Donostia war sujed ar re yaouank hag ar bertsulari, doare kozh ha nevez da ijin war ar prim, gant reolennoù strizh-kenañ ar barzhonegoù kanet.

Roet e vo ivez disoc'hoù un enklask a zo bet graet gant 236 den yaouank e lise Diwan ha bet e lise Diwan. Peseurt yezh ? Penaos e vez komzet brezhoneg ganto ? Nag o live e brezhoneg ? Nag o c'hoant da dreuzkas ar yezh ?

E Kemperle e vo Gilbert Dalgalian asambles ganto. Un digarez evit stadañ an traoù, ugent vloaz goude, war an deskadurezh dre soubidigezh er vro.

E Roazhon d'ar 16/01 da 2e e sal E226

E Karaez d'ar 17/01 da 10 e oaled al lise Diwan

E Kemperle d'an 18/01 da 2e30 goude merenn er sinema La Bobine


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 6 ?