Ar priz lennegel Sten-Kidna Le long cours du Bono a vo roet d'ar 6 a viz Mezheven

Agenda publié le 25/05/15 21:59 dans Littérature par Christian Le Meut pour Christian Le Meut

Roet e vo ar priz lennegel « Sten-Kidna-Le long cours du Bono », bet krouet e 2008 get kumun ar Bonoù evit enouriñ ul levr faltazi nevez embannet e brezhoneg (romantoù pe dastumadegoù danevelloù), d'ar sadorn 6 a viz Mezheven, 11e30, er Bonoù, en davarn «Le p'tit mousse», get ar maer ha tud ar juri bet tolpet get Kerlenn Sten Kidna.

Setu roll al levrioù àr ar renk evit priz Sten-Kidna-Le long cours du Bono 2015 :

- Ar waremm vras, Youenn Kervalan, Al Lañv, 2013

- Bigorned sukr ha bara mel, Fañch Peru, Skol Vreizh, 2014

- Bizied Eva, Katelin Kerisit, An alarc'h embannadurioù, 2013

- Koll atav, Gégé Gwen, Skol Vreizh, 2013

- Milendall, Yann Fulup Dupuy, An alarc'h embannadurioù, 2013

- Yudal, Erwan Hupel, Al Liamm, 2013.

Ar skrivagnerien priziet dija :

- 2009 : Mich Beyer/Etrezek an enez

- 2010 : Herve Gouedard/Liñvadenn Kastellaodren

- 2011 : Riwall Huon/Ar marc'h glas

- 2012 : Yann Bijer/Torrebenn

- 2013 : Aziliz Bourgès/An diaoul ouz taol ; priz ispisial ar juri da Daniel Doujet.

- 2014 : Yann Gerven/Traoù nevez ; priz ispisial ar juri evit Herri ar Borgn.

Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Rollo, 56400 An Alre

Pellgomz : 02 97 29 16 58, STENKIDNA2@wanadoo.fr, www.kerlenn-sten-kidna.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 3 ?