Ar Priz lennegel e brezhoneg e Gwened
Evit an trede gwezh e vo deroet ur priz lennegel d'un oberenn savet e brezhoneg da-geñver Saloñs al levrioù Gwened, etre an 21 hag an 23 a viz Even 2013.
Gouzout a ouzer n'eo ket priziet ul lennegezh diouzh ar yezh, ken sklêrijennet e vefe-hi, met kentoc'h diouzh an treuzkas ma reer ganti evit skeiñ from e Yann al lenner. Lakaat anezhañ da dridal gant ar souezh pe gant an anken. Lakaat anezhañ da redek reuz an dudenn o tougen he flanedenn ha se a bajenn da bajenn.
Ar skrivagnerien vrezhonek zo tud awenet o fluenn ha boas da sevel skridoù fromus ha frealzus tro-ha-tro. Er bloaz-mañ, muioc'h evit kustum, e vo enno peadra da vroudañ santadoù al lennerien.
Evit ar priz lennegel 2013 ez eus bet lakaet c'hwec'h oberenn war ar renk ha setu ar roll anezho :
- Armorica Breizh gant Ar Vro Bagan e ti-embann Skol Vreizh
- Ar gouvidi gant Kristian Brisson e ti-embann Mouladurioù Hor yezh
- Dre odeoù ar faltazi gant Korriganed Gwened e ti-embann Aber
- Alje 57 gant Pierre-Emmanuel Marais e ti-embann Al Liamm
- Boned glas ar Pagan gant Goulc'han Kervella e ti-embann Al Liamm
- An avel en ho plev gant Monika Piarden e ti-embann Al Liamm
Gant piv ez aio ar maout ar wezh-mañ ?
Embannet e vo war ar groaz d'ar sadorn 22 a viz Even e liorzhoù ar mogerioù-kreñv e Gwened.
■