Evit ar c'hwec'hvet gwezh e vo deroet ur priz lennegel d'un oberenn savet e brezhoneg da-geñver Saloñs al levrioù Gwened, etre an 10 hag an 12 a viz Even 2016.
E-giz bep bloaz , da vare tantad Sant Yann,e vez aozet fest bras al levrioù e Gwened. Un degouezh eo da lakaat an heol da barañ war hor yezh-ni, war ar brezhoneg e bed bras al lennegezh ha d'ober anaoudegezh gant skridoù nevez, gwriet mat hag ijinet brav gant hor gwellañ skrivagnerien awenet o fluenn.
Evit ar priz lennegel 2016 ez eus bet lakaet c'hwec'h oberenn war ar renk ha setu ar roll anezho :
- «Milio hag ar viziterien noz» gant Annie Coz e ti-embann Skol Vreizh
- «Merc'hed gwisket e du» gant Riwal Huon e ti-embann Al Liamm
- «N'eus ket a garantez eürus» gant Goulc'han Kervella e ti-embann Skol Vreizh
- «Diskrap e Skrabyar» gant Yann Gerven e ti-embann Al Liamm
- «Divemor» gant Pierre-Emmanuel Marais e ti-embann Al Liamm
- «Bara Brith» gant David ar Gall e ti-embann Al Liamm
Gant piv ez aio ar maout ar wezh-mañ ?
Embannet e vo war ar groaz d'ar gwener 10 a viz Even e liorzhoù ar mogerioù-kreñv e Gwened.
■