Ar marc'h glas gant Riwal Huon

Présentation de livre publié le 14/10/10 16:05 dans Langues de Bretagne par Tudual Huon pour Tudual Huon
https://abp.bzh/thumbs/20/20187/20187_1.jpg

« Diwar ar bern patatez er c'hrignol e huchen a-bouez-penn war gement ton, d'an neb a venne selaou :

— Gant patatez Jili 'vez maget tud an ti ! Patatez Jili a zo tout… disi. Jili eo ma zad. »

« E Kerango e oa lusket hor buhez gant an avel, ar glav, gwrez an douar. Muzik yezh ma bro, momeder al labour, hini ma zud, hon amezeien, ha liammoù start gant Lan ma breur, a gase dañs ar vuhez en-dro. Pegeit e padas ar vuhez-se ? Amzer didermen ar vugale. »

« ...Tamm-ha-tamm e savas c'hwezh ar gwin fall e pep korn eus an ti.. .»

Diwar neuze ez a Gwenole gant e dud hag e vreur Lan, etrezek kêr, an tier bras, bed ar skol, hini al labour, disachet ha nec'het gant ar bed-se. Kuitaet e vugaleaj disoursi gantañ, « hep hiraezh na keuz » e teu skiant dezhañ e-ser chom da ruzal war bankeier liorzh ar C'hastell-Ruz, e straedoù kêr Vrest, pe ouzh taol ostaleri ar Rouzegan : poent eo dezhañ toullañ e hent er vuhez. Sekredoù buhez an dud deut, Jili ha Mathilde e dud, re Marsou an toer, gwir vignoniezh e vreur Lan, sioulder Treñvor, faltazi Marie-Anne... hag e veaj etrezek ur vro all.

Here 2010 – ISBN 978-2-7368-0080-2 – 12 €

Skignet gant Coop-Breizh

Al Liamm

14 rue du Muguet

22300 Lannuon

pgz : 02.96.48.03.00

postel : kab@brezhoneg.org

lec'hienn : www.brezhoneg.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 6 ?