Dre ma c'hoarier ar vazh a-benn klask gwerzhañ pe vountañ kentoc'h teuzadur Breizh ha rannvro broioù al liger evit sevel ur « grañtwest » kuit a ene, e sav a enep groñs d'ur seurt raktres ar strollad Ai'ta ! .
Ne c'hell ket seurt steuñv teknokrat lakaat klevet c'hoantoù gwir ar vretoned.
Piv a c'hell krediñ e vefe seurt aozadur dougen ur gwir politikerezh yezh evit ar brezhoneg pe ur politikerezh dibar evit sevenadur Breizh ? Den ebet… Dizemskiant e vefe seurt bitrak gant gwirvoudoù an tiriadoù. Ouzhpenn krouiñ ur framm diboell ha nac'het gant ar boblañs e talvfe marv hor yezh hag hor sevenadur. Ne c'hellimp ket anduriñ an dra-mañ !
Holl asambles, lâromp «Nann » d'ar raktres « diverkiñ » Breizh , « Nann » d'ar marv hor yezh hag hor sevenadur, « Nann » d'ur « Grañtwest » ha « YA » da Vreizh unvan !
Stourmomp holl asambles evit hor yezhoù hag hor sevenadur, evit an digreizennañ hag muioc'h a zemokratelezh e Breizh 5 departamant.
Gervel a reomp an holl vretoned da gemer perzh d'ar vanifestadeg e Naoned d'ar 28 a viz Even.
■goustadig e teu tamm ha tamm ...
ma ne vez ket great dija, it da lenn pe da glevout an diell da heul hag a dalv evit ar yezh hag ar pezh ouzhpenn :
GALV GRAET OUZH KEMENT EMSAVER 'VEFE A-DU GANT ADUNVANIDIGEZH BREIZH PE GET
e Brezhoneg klikit ouzh : Voir le site