A-benn an 28 a viz Here (da 6e30 noz) - da geñver gouelioù Un automne autrement 2015 - e tay Strollad ar Vro Bagan e Pluvergad e sal an Erminiged da ginnig o fezh-c'hoari evit ar vugale (etre 6 ha 12 vlez) : Ar Gêr Vras.
Kontiñ a ra istor ur c'haner o vevañ en un doare reuzeudik-kenañ en ur gêr vras : deut 'oa di da gaout bara da zebriñ hag ur vuhez welloc'h. En em gavout a ra gant ur plac'h yaouank tec'het kuit eus he bro abalamour d'ar brezel. Di-baper eo ha klask 'zo warni. Eskemm a raint o sevenadurioù, o yezhoù, o istor. Ar c'haner, a-raok mervel, a zesko e arz d'ar plac'h yaouank.
Ur pezh o komz a demoù a-vremañ an hini eo. Emañ diwar-benn an harlu hag ar pontoù a c'hell bezañ savet etre kevredigezhioù ha tud disheñvel o yezhoù hag o sevenadurioù dezhe.
■