Ar genrouedad c'hoariva : "pebezh dismegañs !"

Communiqué de presse publié le 2/03/12 21:33 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/25/25049/25049_1.jpg

Kenderc'hel a ra ...

Brudañ an embann hag al labour kaset gant kevredigezhioù a ra war dro an embann hag ar c'hrouiñ e brezhoneg a veze abaoe pell un dra graet gant an Departamant (serviijoù renet gant Jean-Yves Cozan, hag Andre ar Gak da c'houde).

Hep kelaouiñ, a daol trumm, eo bet kaset gant ar C'huzul meur Penn ar Bed (servijoù ar brezhoneg renet bremañ gant Maryvonne Blondin) lizhiri o respont d'ar c'houlennoù yalc'had evit ar bloavezh 2012.

Souezhet eo bet lod anezho o lenn ne oa ket nemet un nebeut anezho a vefe arc'hantet bremañ. Anavezet eo ar gevredigezh «C'hoariva» evit he labour brudañ ar c'hoariva e brezhoneg, dre he lec'hienn ( (voir le site) he daou festival, gouel ar c'hoariva evit ar re youank, he stajoù, hag al labour kaset gant 15 strollad c'hoariva, a-youl vat hag a-vicher.

Met erruet warno keloù fall, kaset gant departamant Penn Ar Bed. Echu da vat gant yalc'hadoù an Departamant. Hag e c'heller lenn : «Le Conseil Général accompagne les initiatives publiques et privées les plus efficaces pour conserver l'usage de la langue dans le département».

Hag implijiadez C'hoariva, Emmanuelle da ouzhpennañ : «Pebezh dismegañs evit al labour graet gant ar strolladoù, ar stalioù c'hoariva, ar gomedianed hag al labour graet gant Kevread C'hoariva !»


Vos commentaires :
Christine Viard
Dimanche 22 décembre 2024
Poent eo fiñval ! Abaoe bloavezhioù ne gresk ket budjed ar brezhoneg e 29 !

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 0 ?