Ar gelaouenn "An Dasson" : Àr vale ema an niv. 80 !

Communiqué de presse publié le 13/07/16 13:33 dans Littérature par Kerlenn Sten Kidna pour Kerlenn Sten Kidna
https://abp.bzh/thumbs/40/40565/40565_1.jpg
Niverenn 80 An Dasson

Bep blez e kinnig ur bareig ag ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna danvez fonnus ha liessort en he c’helaouenn An Dasson. Niverennoù a zo bet graet èl-se àr gumunioù a vro an Alre èl Lokmariakaer (niv. 72) ha Pleuwigner nevez zo (niv. 76), àr demoù èl kontadennoù ar vro (niv. 73, ur bladenn geti) hag ar c’han (niv. 78), an toponimiezh (niv. 74), ar c’hreoleg (niv. 75), pe c’hoazh diàr skridoù aozerion zo èl Patrick Drean (niv. 71) ha David ar Rouz (niv. 77), ha c’hoazh. An niverenn ziwezhañ a oa àr an tier ekologel e Bro-Gwened.

Tem : ar velo

Embannet eo bet an niverenn nevez, a gomz ar wezh-mañ ag ar velo. C’hoazh ur wezh eh eus bet skrivet testennoù àr-eeun get izili ag ar Gerlenn ha troet pennadoù-skrid zo, embannet e-raok e galleg er gelaouenn JeanMarie Magazine, get Steven Largoed. Danvez pinvik zo da lenn aze, enta : ar redadegoù belo, ar velo èl mod diblas, troiadoù-bale e bro an Alre…

Setu an daolenn spisoc’h :

p. 4 : « A-fourch ! » (pennad-stur get Patrig Drean)

p. 7 : « An Izelvroioù, tir ar roñsed-dir » get Nely van Seventer

p. 11 : « Ar velo èl mod diblas » get Ronan Stéphan ha David ar Rouz

p. 22 : « Tro ar bed a-enep ar skleroz strewek » get Benead ar C’hentreg

p. 24 : « Kammdro » get Patrig Drean

p. 31 : « Robig ar Penn-maout » get Job Jaffré

p. 34 : « Ben Isaksen » get Steven Largoed

p. 39 : « Ride to live, live to ride » get Steven Largoed

p. 34 : « From grass to hardcourt » get Steven Largoed

p. 46 : « Porteled Steven Largoed »

p. 48 : « Un devezh kaer » get Aziliz ha Jo Morvan

Gouiet pelloc'h ha preniñ ar gelaouenn :

Kerlenn Sten Kidna : www.ksk.bzh

02 97 29 16 58 / ksk@ksk.bzh


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 7 ?