Ar Fouilhez hag ar skol

Annonce publié le 15/12/18 15:47 dans Histoire de Bretagne par Kristian Braz pour Kristian Braz
https://abp.bzh/thumbs/46/46481/46481_1.jpg
Skol ar Fouilhez

Ur skol ramzel evit ur barrezig vihan e-kreiz ar Menez Are. Iskis, neketa ? Ur skol krouet e fin an 19vet kantvet ha renet gant mistri republikan kred gante en o c'hefridi, hag a laboure hep damant ouzh o foan (nag ouzh hini o skolidi gaezh !) evit sachañ anezhe 'maez eus ar vizer hag ober anezhe servijerien leal ar Republik. Ur skol hag a gase anezhe pelloc'h eget ar «santifikad», a lakae anezhe da dremen konkorioù evit pakañ micherioù sur, ar gwellañ-tout «dindan ar gouarnamant». Ur skol hag he deus lakaet ar braz anezhe da zivroañ, ha goullonderet ar vro war ar memes tro. Selaouomp soñj Fouilheziz bet war bankoù ar skol-se etre ar bloavezhioù 1920 hag ar bloavezhioù 1960.

«Ar Fouilhez hag ar skol» eo ar film kentañ eus un heuliad da zont, tennet eus ar projed «A-hed ar C'hantved» kaset da benn gant Blaz Produktion etre 1998 ha 2007.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 2 ?