«Ar forzhioù a gomz» gant Eve Ensler, troidigezh Ninnog Latimier

Présentation de livre publié le 14/10/10 16:04 dans Langues de Bretagne par Anne-Sophie Leborgne pour Anne-Sophie Leborgne
https://abp.bzh/thumbs/20/20191/20191_1.jpg

Eve Ensler a zo bet ganet e 1953 er Stadoù-Unanet. Savet he deus “The vagina monologues” e 1996 ha c'hoariet eo bet ar pezh e Broadway da gentañ hag abaoe koulz lavarout er bed a-bezh.

Hollvrudet ez eo bremañ ha troet eo bet en un hanter-kant yezh bennak. Da-heul he deus krouet an aozadur V-day gant ar pal reiñ ar gomz d'ar merc'hed ha difenn anezho a-enep ar feulster a c'houzañvont re alies.

Gouzout a ra Eve Ensler, en he skrid, rentañ gant fent ha from al levenez bezañ plac'h ha dreist-holl ar stourm o deus ar merc'hed da ren evit bezañ dieub war dachenn o seksualegezh.

68 p. – 12 x 19 cm – Here 2010

ISBN 978-2-916835-21-1

8 € (+ 3 € a vizoù-kas)

Skignet war-eeun gant An Alarc'h

An Alarc'h

14 rue du Muguet

22300 Lannuon

pgz : 02 96 48 03 00

kab@brezhoneg.org

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 6 ?