«Ar Forzhioù a gomz» d'ar Café Breton e Brest

Conference publié le 19/10/10 18:39 dans Langues de Bretagne par Michel Treguer pour Michel Treguer
https://abp.bzh/thumbs/20/20263/20263_1.jpg

Un abadenn veur e vo hini ar « Café Breton » d'ar meurzh 2 a viz Du, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest.

Kinniget e vo « Les Monologues du Vagin » troet e brezhoneg gant Ninnog Latimier. Deuet eo neuze levr brudet an Amerikanez Eve Ensler da vezañ ivez « Ar Forzhioù a gomz ». (voir notre article)

« Ar forzh » : ya, evel-se e vez skrivet e-barzh ar geriadurioù… Ne oa ket komzet alies eus an traoù-se gwechall e maezioù Breizh. Ha gerioù zo evit kaozeal eus forzh peseurt plijadur pe boan ar c'horf e brezhoneg ?

Deuit da glevout, hag e ouzoc'h ! Meur a bajenn a vo lennet gant Ninnog Latimier hag ur gomedianez.

E brezhoneg penn da benn.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 4 ?