Ar c'hoariva : treuzkas an tan ?

Chronique publié le 28/08/17 12:05 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/42/42931/42931_1.jpg
Ar vro bagan, 40 vloaz 'zo dija !

A-drugarez da strollad Ar Vro Bagan e oa bet stummet remziadoù a vugale etre ar skol-vamm hag al lise, dre soubidigezh. Gant Goulc’han Kervella, Nicole Ar Vourc’h, Bob Simon ha Paskal Cariou e oa bet kantadoù a vugale bep bloaz o teskiñ arz ar c’hoariva, gant testennoù kozh, kontadennoù an Uhel, istorioù fentus, pe pezhioù donoc’h evel reoù Tangi Malmanche, Tilly, … E 2014, e Kerien e lavare Goulc’han Kervella :

«Kroget hon eus d'ober pezhioù c'hoari evit ar vugale e 1982, me gav 'din, zoken a-raok, peogwir dre ma z'eus tud Ar Vro Bagan aet war ar vicher, se oa dreist-holl evit gellout sikour bugale a oa e skol evit deskiñ brezhoneg, skolioù kentañ Diwan. Da c'houde-se ar skolioù divyezhek ha laik e bloavezh 1982, setu hon eus kroget diouzthu ivez d'ober pezhioù c'hoari evit ar vugale.»

Ar re a zo bet stummet a labour hiziv er skinwel, a grou strolladoù c’hoariva (La Obra e Douarnenez, Teatr Piba e Brest), pe a gendalc’h gant ar c’hoariva er c’hlas evit ar re aet da gelennerien, pe war o amzer dudi. 80% anezho o doa bevet raktresoù arzel pa oant e Diwan (pezhioù c’hoari, kan...). Met piv a vo war lerc’h Ar Vro bagan er c’hlasoù ? Piv a ginnigo pezhioù c’hoari ken dreist d’ar vugale, ingal bep bloaz, ha piv, dreist-holl, a zesko d’ar re vihan dizoleiñ ur bed ha n’eo ket hini ar skol, dre ar c’horf, ar yezh, ar from ?

Pezhioù evit ar vugale gant tud a vicher :

Ar Vro Bagan

«Enez al legumaj

Al labous hag ar pesketour

Gwrac'h enez al loc'h

An tour tan

Lizig, priñsezig an dour

Ar gêr vras

Toull ar bleiz

Avaloù Vleago»

Panteatr

«Wishbone Jack»

Gaia Teatr

«Naguisha

ar Barbouti»

Madarjeu

«Alanig al louarn»

Teatr Piba

« Al liorzhour»

La Obra

«Nono ha Polos»


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 2 ?