Ar c?hevrennoù keodedel a sav o mouezh

Communiqué de presse publié le 10/05/12 12:10 dans Conseil Regional par Odile Bruley pour Odile Bruley

D’ar Gwener 27 a viz Ebrel e oa en em vodet dilennidi an arvor hag ar c’hevredigezhioù e Plañvour (56) evit enebiñ ouzh an diviz lakaat ar prosez.


Plañvour eo ar gumun e Breizh lec’h ma oa en em gavet ar muiañ a zistaolioù deuet eus an Erika. Er gêr-se neuze e oa en em vodet un toullad mat a zilennidi : Jacques Auxiette (Broioù al Liger), Jean-Yves Le Drian (Breizh), Benoit Biteau ha Serge Morin (Poitou-Charentes), Pierre Maille (Penn-ar-Bed), Loïc Le Meur (Plañvour), Danielle Rival (Bourc’h-Baz), Allain Bougrain-Dubourg (LPO), Corinne Lepage, ha re all c’hoazh… Pal an emgav-se a oa reiñ holl asambles da glevet ez eo nec’het an dud hag emañ ar strollegezhioù a-unvan ganto abalamour ma fell d’an alvokad meur lakaat echuiñ an argerzhadur barn war an Erika. A-benn ar 24 a viz Mae e vo divizet gant Kambr torfederezh al Lez-terriñ ha nullet e vo ar barnedigezhioù kent hep kas an traoù pelloc’h, pe ne vint ket nullet. Da c’hortoz an diviz-se emañ dilennidi an arvor hag ar c’hevredigezhioù war ar charre da vat.


Evit gouzout hiroc’h

Argerzhadur barn war an Erika : ar pezh en deus lavaret Jean-Yves Le Drian : (voir le site) e galleg

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 1 ?