Ar c'helaouiñ digabestr : ABP e-kreiz ar jeu ?

Editorial publié le 3/05/11 11:35 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/21/21915/21915_1.jpg

Eizh vloaz' zo dija e skign ABP keloù dre ar vro war al lec'hienn ijinet gant ur webmaster, tremenet gantañ 20 vloaz er Stadoù-Unanet evit Herald Tribune. Distroet da Vreizh, souezhet gant doaeroù ar vro, al lezennoù, ken boas e oa ouzh doareoù Chomsky, pe ouzh an doare amerikan da welout an traoù...

Abaoe disadorn ez eus bet dibabet ur rener evit ar gazetenn enlinenn, bouetet gant ur bern kenskrivagnerien. Neuze e vo Fabien Lecuyer a raio war-dro ar c'hudennoù embann, Philippe Argouarc'h a raio war-dro al lodenn deknik (mediaoù nevez, Twitter, Facebook, video ...). Hiziv an deiz e vez etre 40 000 ha 90 000 klik pep miz war ABP (sifroù 2010/2011).

Meur a vennozh a zo bet silet : un talk-show e galleg pe e brezhoneg, war-eeun, gant tud a-dreñv ur webcam, pennadoù troet e saozneg evit ma vefe aesoc'h d'ar re a zo o chom en Iwerzhon pe er Stadoù-Unanet da gompren ar pezh a c'hoarvez e Breizh, an e-business evit ar gazetennerien o dije c'hoant da vezañ paeet evit o labour (evit poent ez eus ur bern tud a labour evit netra, un nebeudig anezho nemetken a c'hell bezañ gopret).

Ar pal : lakaat ABP da vezañ implijet muioc'h-mui, gant ar re yaouank ha gant ar re gozh, gant ar re a raio politikerezh ha buhez kevredigezhel ha sevenadurel Breizh. Kenlabourat gant ar mediaoù all, gwerzhañ pe reiñ pennadoù, filmoù, fotoioù. Gallout a raio degemer tud o deus c'hoant da skrivañ, tud a youl-vat ha tud a-vicher, o chom hep meskañ bruderezh pe politikerezh.

Klasket e vo kazetennerien yaouank (ha kozh !) e pep lec'h e Breizh. Ur chañs eo evit ar brezhoneg. Aes eo pellgargañ pennadoù ha filmoù ABP. Enlinenn e chomont, n'eo ket evel ar re all, a ya kuit goude ur sizhunvezh... Hag evit paeañ an dud e vo lakaet ur sistem e plas. Met se vo kontet deoc'h diwezhatoc'h !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 7 ?