Ar “Belle Poule” 'vo e Pempoull evit Gouel Kan ar Vartoloded 2011

Communiqué de presse publié le 14/07/11 17:50 dans Festivals par Pierre Morvan pour Pierre Morvan
https://abp.bzh/thumbs/22/22663/22663_1.jpg
Ar Belle Poule e Brest gant an Étoile. Dirazo eo ar Mutin hag ar Grande Hermine.
https://abp.bzh/thumbs/22/22663/22663_2.jpg

Plijadur e raio ar c’heloù-se d’an holl Bempoulliz : dont a raio ar Belle Poule da Bempoull evit kentañ Gouel Kan ar Vartoloded, d’an 12, 13 ha 14 a viz eost a zeu.

Bet savet e Fécamp, e chanterioù an Normandi, roet 'oa bet lañs d'ar oueletenn he gouelioù-kastell Belle Poule d'an 8 a viz C'Hwevrer 1932. Evel he c'henc'hoar, an Étoile, e oa bet graet diwar patrom goueletennoù morueta Pempoull, ac'h ae war bankoù an Island da besketa moru betek 1935.

Aet eo an div oueletenn-mañ da listri-skol, perc'hennet gant Skol an Arme-vor. Gouestlet int bet a-viskoazh da stummadur an danvez ofiserien, kaset da benn e-kerzh « merdeadennoù » dre ar Meurvor Atlantel pe Vor Breizh, pe zoken ar morioù Baltek ha Kreizdouarel. N'eus bet cheñchet tra ebet dezhe, nemet an terkadurioù diabarzh, bet kemmet a-benn degemer an akipaj hag an deskarded, hag evit staliañ kombod ar c'heflusker.

Setu bremañ un toullad bloavezhioù ma c'houlenne an aozerien digant Skol an Arme-vor e teufe unan eus an div vag-se da nebeutañ da ehanañ e Pempoull e-keñver ar Gouel. Met kement a bres a zo war an Étoile hag ar Belle Poule, ha ken leun eo o implij-amzer, ma ne oa ket bet posubl abaoe pell pell (1989). Graet e vo evit gouel 2011, an 10vet – ha laouen eo an aozerien o trugarekaat an holl re o deus labouret da gaout kement-se, en o zouez Kêr Bempoull da gentañ penn, hag he deus harpet ar goulenn-se.

Goude embann donedigezh ar Belle Poule, goueletenn « islandat », da geñver kentañ Gouel Kan ar Vartoloded, setu keloù mat c'hoazh, a drugarez d'an emglev bet kavet gant an embregerezh Étoile Marine Croisières, ha Bob Escoffier.

Al lestraz, hag a c'heller rakwelout niverus endeo, diouzh gwelout an enskrivadurioù o tegouezhout stank er Gouel, a vo kresket anezhañ c'hoazh gant an Étoile de France, an Étoile Molène, hag ar bok-koursial eus Sant-Maloù, pimpatrom lestr Robert Surcouf, ar Renard, an holl anezhe o vezañ mignoned feal eus gouel Pempoull.

Ha c'hoazh gant ar Recouvrance, pimpatrom ur oueletenn avizo, lestr-kannadour kêr Vrest, ha n'en deus ket enoret ar Gouel eus e zonedigezh abaoe 2001.

Ha dreist-holl gant unan nevez-deuet eus ar re gaerañ, an Étoile du Roy (bet Grand Turc), prenadenn ziwezhañ Bob Escoffier. Pimpatrom ur fourgadenn-goursial eus Sant-Maloù eus ar bloavezh 1745 an hini eo an Étoile du Roy. Al lestr teir-gwern-se, gant e 310 tonell ha 240 den a vourzh, a oa armet gant 20 kanol. Kaoz a zo amañ eus an eil brasañ lestr hengounel e Frañs a-bezh, hag a zlefe ober lorc'haj e porzh Pempoull a-benn an hañv o tont.

Da gaout muioc'h a ditouroù, sellet ouzh video Ouest France :

  (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 2 ?