A-drugarez da deulfilm Anne Gouerou skignet war Bali Breizh e Frans3 e vez desket hiroc'h war istor ur soner lentig a vez gwelet e pep lec'h e Breizh abaoe bloavezhioù gant strollad Kristian Duro, gant ur bern sonerien all, gant e akordeoñs. Ar wech-mañ e ya pelloc'h paotr boest an diaoul : lakaat an dud da zañsal, ar re n'int ket dre ret dedennet gant ar fest-noz, a zeu da zañsal vals ha mazurka, met 'benn ar fin, dre ma vez ar bal Floc'h ur bal folk , danset e vez ur gavotenn ur wech an amzer... Kavet e vo un tammig partout ar bal, 'po ken mont war al lec'hienn : (voir le site)
■