Aozañ a ra Ar Falz he staj brezhoneg bloazieg e Bihui-an-Dour

Communiqué de presse publié le 6/05/11 18:16 dans Langues de Bretagne par Hervé Gourmelon pour Hervé Gourmelon
https://abp.bzh/thumbs/21/21953/21953_1.jpg
Ti Bihui.
https://abp.bzh/thumbs/21/21953/21953_2.jpg
Ur c'hambr-gousket.
https://abp.bzh/thumbs/21/21953/21953_3.jpg
Diwar-dro Bihui-an-Dour
https://abp.bzh/thumbs/21/21953/21953_4.jpg

Evit an drivet bloaz ha tregont e savo Ar Falz he staj brezhoneg a vo dalc'het e Bihui-an-Dour (Mor-Bihan) ar wezh-mañ e fin ar viz Eost 2011 : d'an 22 d'ar 26.

Petra eo staj Ar Falz ?


— Ur staj yezh

Gant ar c'hentelioù, ar stalieroù, ar c'han ez eus tu da bep heni da zeskiñ, da beurzeskiñ pe da wellaad e vrezhoneg. Klask a reomp ober gant ar brezhoneg ar muiañ ma c'hellomp. Klevet e vo KLT ha gwenedeg e-pad ar staj.


— Ur staj sevenadur

Dre ar baleadennoù, an diskouezadegoù hag an divizoù diouzh an noz, e kavo kement heni un tañva eus sevenadurioù ar vro : istor, lennegezh, buhez an dud...


— Mont pelloc'h gant ar yezh

Ouzhpenn al liveoù a vez kavet e kement staj brezhoneg a zo, e kennig Ar Falz ul live uhelloc'h, d'ar studierion ha d'an danvez kelennerion. Eno gant alioù kelennerion a-dres, e vez studiet testennoù lennegel, kazetennerezh, pe c'hoazh poentoù yezhadur resis (fazioù gwraet gant an nevez-vrezhonegerion, liveoù ha stummoù yezh, hag a beb sort...)

Ar c'hentelioù

1 - Deraouerion : Yann-Klaod Ar Ruyet ;

2 - Peuzderaouerion : Yann An Toer ;

3 - Pleustriñ war ar yezh : Yann-Bêr Kemener ;

4 - Evit mont pelloc'h : Ivona Kozh.

Ar stalieroù

1 - Skrivañ romantigoù : Ivona Kozh ;

2 - Kanañ e brezhoneg : Armand Tosser ;

3 - Sanadur a vouezh uhel : Yann-Klaod Ar Ruyet.

Priz ha titouroù all / Kentelioù, bod ha boued

En oll 220 €

Familhoù adaleg 3 a dud , studierion, tud dilabour : priz distaolet 160 €

Kamproù 'zo er lec'h. Prest e vo ar gweleioù.

Muioc'h a ditouroù diwar-benn ar staj

Gant Yann-Klaod Ar Ruyet, postel : kly.leruyet@orange.fr

Evit en em enskrivañ

Sekretouriezh Ar Falz / Skol Vreizh

41 kae Bro Leon - 29600 Montroulez

skol.vreizh@wanadoo.fr

Plg : 02 98 62 17 20

Follenn enskrivañ amañ dindan e PDF



Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 4 ?