Anvioù lec'h : nag a draoù da zeskiñ c'hoazh !

Papier publié le 29/08/22 16:02 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/55/55827/55827_1.jpg
Taolenn liesyezhek evit kompren pegen tost eo yezhoù kelt !
Anvioù lec'h : penn kentañ stal Serj (86 vues)
L'atelier en audio du début à la fin : les noms de lieux en breton (66 vues)

Eilvet stal heñtet gant Serj le Bozeg e festival an Oriant : penaos e vez distaget «Pont Aven» ? Ha Rosporden ? Petra dalv «ker, tre, lann, lan, plou, plo... » ?

Interessant evel atav, setu ar c'helenner lise Lannerster o tisplegañ gant pasianted da bep hini an 60 bennak a dud deuet evit e selaou, eus pelec'h e teue an anvioù lec'h, ar fazioù a oa bet graet gant ar C'hallaoued ne ouient ket ur ger brezhoneg hag o doa faziet meur a wech, fazioù chomet un tamm e pep lec'h er vro. Brav-kaer an abadenn, ha m'ho peus c'hoant da selaou hiroc'h, ar brezegenn a zo en he fezh en eil video.


Vos commentaires :
Tangi YEKEL
Jeudi 26 décembre 2024
Interesant-kaer, trugarez evit an enrolladenn.

Un draig memestra : «Serj ar Bozeg» zo un tamm mat propoc'h evit «Serj le Bozeg» ;)


Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 8 ?