Anthony Renaudin : troour, romantour ha skolaer

Communiqué de presse publié le 17/07/13 23:29 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
(334 vues)

Skrivet en doa daou levr evit ar re yaouank : «Iskisat breur bihan» hag «Ar Voest», ha troet ’oa bet gantañ «An Dek Morian bihan» ha «Muntreer an Oriant-Express».

Ur skol deskiñ skrivañ eo an treiñ : kavout ar ger a-zere, klask donaat ar pezh en deus c'hoant ar skrivagner da gontañ hag ar mod d'ober. E Kemperle, e sal-skol Annig, setu Anthony – pe Olier Biguet, m'ho peus c'hoant gouzout anv gwir an den –, skolaer e skol Diwan Naoned, a anzav ne c'hell ket ober hep skrivañ.

Daoust d'e labour leun-amzer er skol, daoust d'e vugale vihan, setu-eñ o kenderc'hel da skrivañ ha da dreiñ, dizehan. Ha trouzioù a glever c'hoazh : marteze, a-benn nebeut, e teuio ul levr troet gantañ er-maez, ur pezh mell hini, skrivet gant... Stephen King !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 3 ?