Ne oa 'met daou skrivagner aze, hag a zo bet plijet-tre gant an darempredoù o doa bet gant ar re yaouank. Da gentañ oa bet displeget dezho piv oa ar seizh skrivagner o doa skrivet, istor Priz ar Yaouankiz ha mont en dro ar Priz kenaozet gant ar gevredigezh féa hag an ti-embann Keit Vimp Bev.
Goude, plas d'al lennerien o doa prientet, gant sikour o c'helennerez/renerez ar skolaj Gwenola Coic, ul lennadenn gant meur a lenner a zisplege perak e oant bet plijet gant pep levr. Brav an disoc'h. Brav oa ivez pa oa bet lennet ur pennad tennet eus «an ti e voledoù glas» gant Riwall Huon ha «Nolwenn, Bim hag al laer» gant Annie Coz. Gourc'hemennoù d'an holl neuze, ha gant ma gendalc'ho ur priz kroget 14 vloaz 'zo dija !
Priz ar Yaouankiz 2017
6vet-pevare
Annie Coz - «Nolwenn, Bim hag al laer»
Anthony Renaudin - «Mignoniezh dic'hortoz»
Priz ar Yaouankiz 2017
Mai Ewen «Mont kuit»
Goulc'han Kervella «Mojennoù ar marv»
Bannoù treset
Gireg Quenouillère «Diwanadur ur c'helenner»
Maod Pastori «Emdroadur Diwan»
■