Choazet hon eus sevel un dastumad tro d'un danvez, un trivliad,... An anken, da gregiñ ganti. Perak an anken ? Klevout a reomp c'hoazh paotred o « gwrizioù don » o lavaret ez eo aze un danvez breton. Ur wech graet hor soñj ganeomp n'hon doa bet nemet lenn Al Liamm d'ober ha diskoachañ danevelloù deus ar re skrijusañ e pajennoù ar gelaouenn.
En dro-mañ emaomp gant ul levr... da selaou. Perak lenn levrioù d'an dud er gevredigezh a hiziv ? D'ar re na ouzont ket lenn, d'an dud dall da c'hellout kaout o gwalc'h a lennegezh e-giz ar re all. Ha pelloc'h c'hoazh, da gement hini ac'hanomp da c'hellout lenn er c'harr-boutin, en tren, en e garr-tan, er straed... Sed aze perzhioù gwellañ al levrioù da selaou. Ha d'ar re a vez o teskiñ ar yezh hag a gav, siwazh, muioc'h a dud da gavout abeg en o brezhoneg diasur eget da sikour anezho da vont war-raok e talvezo al levrioù da selaou da glevout brezhoneg bev !
Kavet e vo al levr-mañ e Gouel al Levrioù e Karaez !
Danevelloù, skrivagnerien ha mouezhioù :
_ Fantig, gant Erwan Hupel (mouezh gant Nikol ar Vourc'h)
_ Huanadenn an ael, gant Malo Bouëssel du Bourg (mouezhioù gant Andrev Ollivier ha Goulc'han Kervella)
_ Kelien, gant Herve Gouedard (mouezhioù gant Goulc'han Kervella ha Nikol ar Vourc'h)
_ Emgav, gant Herve Bihan (mouezh gant Herve Bihan)
_ Burtul ar suner gwad, gant Jef Philippe (mouezhioù gant Jef hag Yvette Philippe)
_ War hentoù ar skeud, gant Argawaen (mouezh gant Goulc'han Kervella)
_ Morgan al ludu, gant Erwan Hupel (mouezh gant Yvette Bosseur)
_ Gwenn-erc'h hag ar seizh korrig, gant Tudual Audic (mouezh gant Tudual Audic)
_ Dibenn, gant Herve Bihan (mouezh gant Herve Bihan)
■