Andre Lavanant : komzoù sklaer evit ul listenn a rafe muioc'h evit ar brezhoneg ?

Communiqué de presse publié le 31/10/15 22:13 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/38/38781/38781_1.jpg
andre lavanant

Evit an den a zo bet prezidant Diwan, Stumdi ha Dizale, eo sklaer an hent. Poent eo cheñch penn d'ar vazh.

«Evit ar poent e vez dispignet seizh milion hanter a euroioù e-barzh ar bolitikerezh evit ar brezhoneg gant ar Rannvro. Ni (listenn Ya Breizh) a gavje 10 milion ha 15 milion e fin ar prantad. E bro Euskadi zo 93 milion, da lavarout eo 12 gwech muioc'h evidomp. E Bro Korsika e vez lakaet 7 euro dre Gorsad evit ar bolitikerezh yezh, 21 euro e Katalunia, hag e Breizh 2,50 euro.»

Ret eo mont buanoc'h hervezañ. Pa oa 8% a gresk e 2005 evit ar c'helenn divyezhek n'eus 'met 3% gant an teir hentenn e 2015. Ar pal a oa 20 000 bugel divyezhek e 2015 ha benn ar fin e oant 15 500 e 2015. «Paseal a rafemp eus 3% da 10%, evit en em gaout da 10% a geidenn. »

Ar pal a vefe en em gavout gant 30% eus a vugale, buheziñ ar rouedad, ha chom a sav gant ar c'holl bras etre ar c'hentañ derez hag ar skolaj, hag etre ar skolaj hag al lise. Ur greizenn arbennik war al liesyezhegezh a vefe krouet evel e broioù all, evit gounit kalz muioc'h eus ar pezh a vez graet ha brudañ an disoc'hoù a zo barzh ar skolioù.

Evitañ, goude daou vandat gant ar sosialisted eo erru poent da briziañ ar pezh a zo bet graet : «ur fazi bras a zo bet graet e penn kentañ ar mandat a oa lakaat da grediñ e vefe graet un tammad eus al labour gant Ofis ar brezhoneg, ha diskaret o deus kevredigezhioù. Deus an tu all, e-barzh ar c'hevredigezhioù-se e veze gwelet tud hag o doa liammoù gant an Emsaverien. Re vras ha re zistag ouzh an dachenn eo».

Ha da lavaret sklaer ha fraezh : «Ma ne vo ket troc'het gant ar Jakobined, ne vo ket un amzer nevez evit ar brezhoneg».


Vos commentaires :
François Corre
Dimanche 22 décembre 2024
«mandat» e galleg = «respet» e brezhoneg

Pôtr ar skluj
Dimanche 22 décembre 2024
«Mandad» ['mãndat] eo a vez ba du-mañ hag e vez greet gand ar poz-se dibaoe ar hCatholicon (1499) d'an nebeuta.

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 6 ?