Anna Vreizh, istor ar bolitikerez gentañ e Breizh

Reportage publié le 16/08/22 21:36 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/55/55792/55792_1.jpg
Joel Cornette raconte à la fin pourquoi le coeur d'Anne de Bretagne repose en Bretagne et son cercueil à Paris...
Ana Vreizh hag ar bolitikerezh he bro (194 vues)
video 52 mn diwar brezegenn Joel Cornette aterset gant Celine Benabès (157 vues)

En Oriant e oa bet pedet gant Celine Benabès, un istorour disul diwezhañ, ur blijadur da selaou, kement a draoù a zo da zeskiñ c'hoazh war vuhez an Dukez !

Dindan ar glav, el «Liorzhoù» a oa gwechall anvet «Jardins Gabriel» e oa staliet ar bloaz-mañ tachad ar gomz asambles gant kae al levr. Nebeut a dud, embannerien fuloret (graet gant Ivonig ar Merdy e Coop Breizh seizh gwech nebeutoc'h a arc'hant er stand; kuzhet a-dreñv leurenn tachad ar gomz) e lec'h e oa bet selaouet tud a youl-vat o lenn barzhoniezh Asturias, Anjela Duval... Bugale an Oriant ivez a oa o tañsal du-se.

Ur wech kroget gant Joel Cornette, ne oa ket posubl da vont kuit, ken dedennus e oa. Fentus, resis, istorour ha skrivagner, sot gant istor an Dukez, e ranker anzav eo ur sapre labour en deus embannet an den e ti Gallimard. Da selaou, ha da lenn !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 5 ?