An Oriant, trede abardaevezh ur festival

Rapport publié le 3/08/09 15:45 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/15/15803/15803_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/15/15803/15803_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/15/15803/15803_3.jpg

Glav, glav, glav ... Daoust d'ar glav,ur bern tud e straedoù an Oriant. Tud o sellout ouzh Galisianed o wriat rouedoù, o seniñ biniou ar vro. Hag un tammig pelloc'h en egorenn Breizh setu sonerien treujenn gaol hag akordeons o seniñ ur gavotenn gant ur sapre startijenn. War al leurenn emañ trio Enora o arvestiñ. Er geriadenn gengred e vez gwelet a bep seurt tud : punked deuet da welout les Ramoneurs de menhirs, bravigoù Amazonia, Afrika, ha dindan ar yourte, kentelioù brezhoneg e-pad ur c'hard eur. Hag o tistreiñ, war an hent, Bleu Breizh Izel o reiñ ar mikro da 5 plac'h Galisia o kanañ gant un taboulin. An heol e kreiz ar galon, trugarez ar FIL !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 8 ?