An emglev evit dazont Breizh hag ar brezhoneg

Communiqué de presse publié le 29/11/13 12:45 dans Langues de Bretagne par David Redouté pour David Redouté

Da-geñver an emglev evit amzer dazont Breizh e labour div yezh, kevredigezh tud ar skolidi evit ar c'helenn brezhoneg er skolioù publik, evit rann « identelezh sevenadur Breizh ». Fiziañs he deus div yezh e vo diouzh c'hoant Bretoned a-leizh evit ar c'helenn brezhoneg er skolioù publik hag er vuhez publik : sevel ur chadenn skinwel vreizhat, harpañ an embann brezhonek, an dudi e brezhoneg, etc., muioc'h c'hoazh pa c'hallfe bezañ nebeutoc'h a vrezhoneg er skol abalamour d'an adreizhañ anezhi.

Div yezh a ginnig evit diorren ha gwellaat ar c'helenn divyezhek brezhoneg galleg er skolioù publik :

1- Ma vefe digoret muioc'h a bostoù er genstrivadeg tuta kelennerien ar skolioù (KTKS) hag er C'hapes ivez ;

2- Ma vefe reizhet stummadur kelennerien ar skolioù evit ma vefe digor d'an holl ;

3- Ma vefe eeunaet an doare da zigeriñ klasoù nevez ken er c'hentañ derez ken en eil derez ;

4- Ma vefe kendalc'het da gelaouiñ ar skolidi war an deskiñ brezhoneg ha brudañ anezhañ muioc'h c'hoazh ;

5- Da gelenn sevenadur Breizh hag ar brezhoneg d'an holl skolidi diwar skouer Korsika.

Evit div yezh ez eo sevel ar c'hendivizad stag ouzh ar gevrat steuñv Stad-Rannvro un dro zibar da vont war-raok.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 0 ?